Eus ar Velodisea d’an EuroVelo 1
Ur wech peursavet ha liammet hentoù glas e meur a vro en Europa ez eus bet gallet digeriñ hentoù marc’h-houarn hir-hir, an EuroVelo 1 en o mesk.
Roet ez eus un anv arouezus dezhañ el lodenn a zo e Frañs : Velodisea. Da gentañ e kas gant an Hent Glas niv. 7 eus Rosko da Garaez, lec’h m’en em groaz an Hentoù Glas e kornôg Breizh. Ac’hane e heder ar Ganol Naoned-Brest.
Ur wech erru e Naoned e c’hall an dud pitilh gant ar velo mont gant ar Velosean betek Hendaia.
Met ar Velodisea n’eo nemet un tamm eus un hent pell hiroc’h. Rak e hanternoz Norvegia emañ ar poent loc’hañ. Hedañ a reer ar fjordoù, kent tapout ar vag evit dilestrañ e Skos. Goude un tamm tro en Iwerzhon ec’h erruer e Kerne-Veur. Ac’hane e teuer gant ar vag da Rosko, evit mont gant ar Velodisea betek Euskadi.
N’eo ket echu ar veaj tamm ebet ! Ur wech e Spagn e c’haller troadikellat betek Andalouzia, lec’h ma’z eer war-zu ar c’hornôg betek Portugal ! Ha prest oc’h da vont ?
Ev1 Vélodyssée Bis

























