Ur gêr-benn galian-ha-roman !
Dindan straedoù Karaez ez eus ur gêr galian-ha-roman hag a oa chomet dianavezet e-pad pell. An dud ouiziek hag an istorourien o deus klasket, e-doug kantvedoù, un doare da brouiñ e oa liammet an aspadennoù eus un doursan hag ar straedoù roman ouzh ur gêr en henamzer hag a veze anavezet en henskridoù ha war ar bonnoù milourel… Vorgium.
N’eo nemet er bloavezhioù 90, pa voe roet lañs d’ar furchadegoù arkeologel dizarbenn, e voe komprenet pegen bras e oa ar gêr. Dizoloet e oa bet ur gwir gêr-benn galian-ha-roman, hini an Osismied. Ur gêr hag a oa miliadoù a dud o chom enni, brasoc’h evit Gwened-Darioritum ha ken talvoudus ha Roazhon-Condate.
Piv e oa an Osismied eta ? Ur bobl c’halian e oa hag a oa o vevañ e penn ledenez Arvorig, en un takad hag a ya d’ober, hiziv an deiz, Penn-ar-Bed hag ul lodenn eus Aodoù-an-Arvor. An Osismied, e dibenn ar c’hantved Iañ a-raok J.-K., o doa dilezet o oppida kozh a voe adkavet gant an arkeologourien e Sant Siñforian e Paoul hag e Kamp Artuz e koad an Uhelgoad. Dibabet o doa mont d’ur gêr nevez savet, ur seurt Roma vihan : Vorgium.
Dessin de Vorgium vue à vol d'oiseau
Extrait de La péninsule armoricaine avant la conquête
Carte des cités gallo-romaines en Bretagne



























