La Vallée des Saints à la tombée de la nuitvallee-saints-destination-coeur-de-bretagne-411-pictures-et-yannick-derennes.mp4
An teñzorioù

Traoñienn ar Sent

Voir la vidéo
Traoñienn ar Sent zo un ober seurt n’eus bet biskoazh ma klasker sevel un “Enez Pask” e Breizh en drivet milved, hag ul lec’h da vrudañ ar greunit eus Breizh er bed a-bezh. Meur a gant mil a dud a vez o weladenniñ an draoñienn bep bloaz ha gant-se eo deuet da vezañ ul lec’h arouezius eus kalonenn Breizh.

Un ober seurt n’eus bet biskoazh

Ul lec’h bamus nepell diouzh Karaez

 

15 km zo, a-boan, etre Karaez hag unan eus al lec’hioù bamusañ e Breizh. Savet eo bet Traoñienn ar Sent e Karnoed, hanter hent etre Karaez ha Kallag, tro-dro d’ur beg-douar ma’z eus ur gwel dreistordinal war ar maezioù e Kreiz-Breizh.

E 2009 e oa bet savet an delwennoù ramzel kentañ, pep a hini evit ar seizh sant diazezer breton, tro-dro d’ar voudenn feodel e krec’h an dosenn. Bremañ ez eus ouzhpenn kant delwenn da zedennañ ar weladennerien ha d’ober dezhe en em soñjal.

En ur ober ouzhpenn pemzek vloaz ez eus bet tost da dri milion a dud kurius o pourmen dindan selloù kevrinus ar ramzoù greunit-se.

Gweladenniñ al lec’h zo un dro gaer ma c’hall Yann vakañsour tremen un hanter-devezh brav oc’h ober anaoudegezh gant istor an tudennoù dreistordinal-se, ha diskuizhañ en un endro dibar.

Ul lec’h dedennus eo ivez abalamour ma vez graet labourioù eno dalc’hmat evit kas ar raktres bras-se war-raok. Pal ar chanter divent-mañ eo sevel, war dermen, 1000 delwenn, pep a hini evit an holl sent vreton !

Sent « vreizhveuriat »

 

Sklaer eo d’an holl ec’h eo ul lec’h da lakaat ur mare dianavezet eus istor Breizh war-wel : ar Grennamzer Uhelañ.

Daoust piv e oa ar sent vreton-se ? Peurliesañ e oant menec’h eus ar Vvet hag ar VIvet kantved goude J.K. hag a oa loc’het eus Kerne-Veur, Kembre pe Iwerzhon zoken evit avielañ en Arvorig.

Pignat a raent e barkoù evit treuziñ Mor Breizh abalamour da amprouiñ o nerzh-kalon. Ur wech erruet war aodoù “Breizh-Vihan” e tiazezjont manatioù en ur zegas o yezh, ar brezhoneg.

N’eo ket paot ar roudoù eus ar mare-se a vefe chomet betek ennomp. Lies a wech e voe lakaet ar venec’h-se da sent gant ar bobl hec’h-unan.

Met merket eo bet hor glad a-hed an amzer gant an danevelloù savet diwar-benn o zroioù-kaer, enne burzhudoù ha merzherintioù. Stank eo ar feunteunioù, an ilizoù hag ar c’hêrioù anvet diwarne e pep lec’h e Breizh.

Sant Korneli, hag eñ heskinet gant ar Romaned, a zeuas a-benn da dec’hel war-zu ar C’hornôg… Arme an impalaer a oa war e lerc’h ha p’en em gavas enket dirak ar mor ez eas da guzhat e-barzh skouarn unan eus an ejened a oa gantañ. Sevel a reas e zorn dirak e enebourien hag e troas anezhe e mein.

Mojenn Sant Korneli

Chanterioù evit sevel delwennoù ramzel

 

Meur a chanter bras a vez dalc’het bep bloaz e Traoñienn ar Sent evit sevel an delwennoù divent-se.

Pezhioù bloc’hadoù greunit eus Breizh a vez degaset betek traoñ al lec’h. Ne chom nemet d’ar gizellerien en em staliañ evit krouiñ an delwennoù-se 4 m uhelder dezhe, dindan ur mizvezh. Evit ar weladennerien eo un digarez dibar da welet seurt labourioù Harkul, gant an troioù micher teknikel evit kizellat er greunit.

An Draoñienn zo ul lec’h ma talc’her soñj da vat, dre ar c’hrouiñ arzel, eus ar glad breton. Pep delwennour a c’hall mont diouzh e faltazi evit kizellat ar sant a blij dezhañ.

An delwennoù bet kizellet e-kerzh ur bloaz a vez lidet e miz Eost e-pad un dibenn-sizhun dudius : prezegennoù, troioù-bale, fest-noz…

E 2018, evit lidañ ar c’hantvet sant, e oa bet savet delwenn Sant Pêran e Bro-Gembre ha degaset goude-se war vor betek Traoñienn ar Sent, war-lerc’h un droiad a-dreuz Breizh. E 2019 e oa bet lakaet delwenn Sant Divi d’ober “Treizhadenn ar ramzoù” e-giz-se ivez !

Prientiñ ho kweladenn

An holl ditouroù resis diwar-benn Traoñienn ar Sent a c’hallit kavout war hor pajenn : eurioù, prizioù…
E deiziataer an abadennoù e c’hallit gouzout hiroc’h war deiziadoù ar chanterioù kizellat hag ar gweladennoù heñchet e Traoñienn ar Sent e Karnoed !

Perak e plij deomp !

Bamus-tre eo an delwennoù

Kaer-meurbet eo ar gwel ac’hann war Greiz-Breizh

Gouzout a reer hiroc’h war buhez ar Sent vreton

Sikour a ra kompren gwelloc’h al lec’hanvioù e Breizh

Ur wenodenn zo bet kempennet e traoñ an dosenn

An digarez eo da bourmen e-kreiz an natur

Gallout a reer gwelet kizellerien war al lec’h a-greiz o labour !

Ul levr zo ma konter hiroc’h diwar-benn istor ar Sent hag an delwennoù

Hon teñzorioù all