Birvidigezh a-stroll
Kreiz Breizh, distro diouzh ar c’hêrioù bras ha stag ouzh e wriziennoù, en deus gallet delc’hen e sevenadur breizhek. Amañ e vez lidet bep a bardon bep bloaz e kement chapel a zo. Ha neuze dalc’hmat e vez un digarez evit aozañ ur fest-noz evit lakaat tud a bep seurt oad da zañsal asambles war un ton gavotenn, plinn pe laride…
Er Poc’hêr just a-walc’h e oa bet roet lañs d’ar festoù-noz adarre. Dilezet e oa bet ar c’hiz-se pa oa bet modernaet al labour-douar met roet e oa bet buhez dezhi adarre pa voe krog an dud d’ober festoù-noz e-barzh salioù.
Nozvezh ar Gavotenn, a vez bep bloaz e miz Gwengolo e Poullaouen, zo bet unan eus gouelioù pennañ an adsav-se. Bremañ emañ ar festoù-noz war roll ar glad bedel dizanvezel gant an Unesco.
Ar C’han-ha-diskan, kan da zañsal a capella, zo anezhañ c’hoazh gras d’ar merc’hed brudet eus ar Poc’hêr : ar C’hoarezed Gwadeg. Merc’hed Trefrin o doa kemeret ur perzh bras evit lakaat ar c’han-ha-diskan da badout ha da gas an dañs e-tal-kichen ar vombard hag ar binioù. Teir delwenn zo bet savet e kreiz-kêr Karaez da rentañ enor dezhe.
Duo lors de La Nuit de la Gavotte à Poullaouen
Duo de bombardes et ambiance animée, à La Nuit de la Gavotte à Poullaouen
Les Soeurs Goadec
























