Gweledvaoù dibar
Neb n’en deus ket gwelet Menez Are ne c’hall ket fougasiñ ec’h anavez Breizh diouzh he dremmoù liesseurt. Kerkent hag ar sell kentañ taolet warni e vioc’h o sabatuiñ hag o vamañ dirak ar vro dibar-se.
Pa vezit o tont eus Karaez, goude bezañ tremenet an Uhelgoad hag ar Fouilhez goude, a vez graet anezhi “ar gumun uhelañ e Breizh”, ez a ar c’hoadoù da steuziañ a-zirak hon daoulagad evit reiñ lec’h d’un dachenn bras-ec’hon krin gant lanneier, taouarc’hegi ha kribennoù roc’hellek mesk-ha-mesk hirañ ma weler.
“Met daoust hag emaomp e Breizh bepred pe e Conamara ?” en em c’houlenner. E Breizh rak perzhioù douarouriel dibar ha sebezus e-leizh zo en hor bro. Hag amañ, dres, emañ leinoù Torosad Arvorig a-resed. Hesonded anvioù ar begoù uhelañ, Roc’h Trevezel, Tuchenn Gador, Youdig, a zegas da soñj eus breizhadelezh al lec’hioù.
Cdb Aa1245 Derennes Yannick
























