Ul lec’h dic’hortoz nepell diouzh Karaez
Karaez hag ar Poc’hêr zo hanter-hent etre Koad an Uhelgoad ha Traoñienn ar Sent, en ul lec’h dreist e kreizig-kreiz lec’hiennoù naturel ha glad hep o far. Pa gemerer hent Menez Are n’eus nemet 18 km ac’hann d’an Uhelgoad. Ar bourk zo moutik-tout a-dra sur, etre al lenn hag ar c’hoad mojennel.
Kustum e oa hon hendadoù da grediñ e oa krouadurioù er c’hoadeier, deuet diwar o hunvreoù, o c’hredennoù hag ar pezh a rae aon dezho. A-hed ar c’hantvedoù eo deuet koad an Uhelgoad da vezañ ul lec’h a-zere evit ar mojennoù, ganet diwar ijin an dud. Mont da weladenniñ anezhañ a-raok en em gavout e Menez Are zo un doare kaer d’ober anaoudegezh gant hengoun ar mojennoù.
Gallout a reer mont d’ar c’hoad dre veur a lec’h, diouzh aezamant pep hini. Er bourk, war vord al lenn, e c’hallit kemer souezh o vont er c’hleger war-eeun dre ar vilin-dour gozh. Dont a reoc’h tre e gweadeg ar c’herreg greunit berniet abaoe an amzerioù koshañ.
L'entrée dans le Chaos de rochers de Huelgoat
Ambiance dans la Forêt de Huelgoat
Le Moulin à l'entrée du Chaos de rochers






















