Un istor taol-distaol
El lec’h ma oa ur maner kozh dalc’het gant aotrouien gwechall emañ ar c’hastell-se, bet savet gant brikennoù roz ha mein Kersanton. Unan eus ar c’hestell diwezhañ-holl savet e Frañs eo. Evit gwir eo deuet diwar hunvre hag imor un den, James Keryegu.
Hennezh a oa ur politikour pinvidik hag a rene e vuhez etre Penn-ar-Bed, lec’h ma oa prezidant ar C’huzul-meur, ha Pariz. Adalek 1893 e lakaas sevel an annez meurdezus-se abalamour da zegemer mondianed hag a veze darempredet gantañ. Siwazh, mervel a reas nebeut amzer goude echuamant al labourioù e 1908.
Ar savadur, ouzhpenn e vent vras, eo ar follentez arkitekturel diwezhañ eus ar mare-se. Gant-se e oa bet savet ar c’hastell gant an aveadurioù nevezusañ, e penn a-raok ar vodernelezh : framm metalek, pignerezioù, dour tomm, golc’hiri, tommerezh kreiz…
Ne voe ket espernet gant berzh-diverzh an istor avat. E miz Gouere 1940 e voe rekizet ar c’hastell gant an arme aloubiñ alaman, ha bombezet da c’houde gant ar Royal Air Force e miz Gouere 1944. Gwastet e voe ar savadur, ken e voe. Hag eñ dilezet e voe adprenet gant kuzul-meur Penn-ar-Bed e 1968.
Trévarez
Cuisine Trévarez
Trévarez Détruit


























