©La Locomotive Mallet|Delphine Prat - Ville de Carhaix
An teñzorioù

Ar Glad e Karaez hag er Poc’hêr

Ul lec’h strategel eo bet Karaez a-holl-viskoazh : lerc’h-ha-lerc’h eo bet e kreizig-kreiz an hentoù roman, an hentoù bageal, an hentoù-houarn ha, nevesoc’h zo, an hentoù marc’h-houarn. En un doare dic’hortoz e reer anaoudegezh gant argoad Breizh a-wechoù. Daoust m’eo dibar glad ar Poc’hêr ne vez ket a-wel d’an holl : e pleg un hentig e c’hall bezañ kavet…

Ur glad dianav

E kroashent an istor

 

Ar vro anvet “Poc’hêr” a glot gant tachenn istorel Kerne-Uhel, en em astenn hiziv an deiz en argoad an tri departamant Penn-ar-Bed, Aodoù-an-Arvor hag ar Mor-Bihan. A-holl-viskoazh eo bet ar rannvro-se ur c’hroashent pouezus. Da gentañ-penn eo eno, lec’h m’en em groazie ur rouedad hentoù roman, e voe savet kêr Vorgium en Henamzer. Ha just a-walc’h e voe roet un anv all dezhi goude-se – Carofes, diwar ar ger latin “carruvium”, ar c’hroashent.

Diwezhatoc’h e teuas da vezañ kêr ar foarioù, gant marc’had ar c’hezeg hag hini al loened, abalamour ma oa ur gêr greiz. Hag evit ar memes abeg e voe choazet Karaez da groashent ar Rouedad hentoù-houarn vreizhat e dibenn an XIXvet kantved. Er bloavezhioù 1960 e oa bet dispennet al linennoù-se hag e dibenn ar bloavezhioù 2000 e voent troet e hentoù glas. Evel-just emañ Karaez e kroashent an hentoù-se, ha war ribl ar Ganol Naoned-Breizh emañ war un dro, e kornôg Breizh.

Hiziv evel gwechall ? Hiziv an deiz eo ar Poc’hêr ul lec’h bodadegoù bras adarre, gant Festival an Erer Kozh ha gant al Leurenn Glenmor, lec’h ma vez aozet muioc’h-mui a seminarioù.

Statue d'Anatole Le BrazStatue d'Anatole Le Braz
©Statue d'Anatole Le Braz

Amañ emañ kalon Breizh, o talmañ dousik, en hec’h aez ! Soñjal a ran en holl sevenadurioù-se o deus bevet an eil war-lerc’h egile er vro ec’hon ha digenvez-mañ a zo bet merket don gante, un deiz e voe, kent steuziañ…

Anatol ar Braz e 1894

Troiad ar glad e Karaez

 

Glad ar gumun a ro da welet berzh-diverzh hec’h istor. N’eo ket aet holl roudoù Vorgium da get : lakaet ez eus bet war wel ur c’harter eus kêr an Henamzer ha dismantroù he doursan.

Evit ober d’an dud kompren istor ar savadurioù a-hed an amzerioù ez eus bet savet un droiad glad ha staliet panelloù displegañ dirak ar monumantoù pennañ : Ti ar Senechal, iliz Sant Treveur hag he gwerenn-livet, delwenn an Tour d’Auvergne, ar Greunader kalonek…

 

Panteon ar Vretoned brudetañ

 

E-kerzh ho pourmenadenn emaoc’h o vont da welet delwennoù arem un nebeud Bretoned brudet-bras… E kreiz-kêr ez eus bet lakaet meur a oberenn arz evit rentañ enor da dud hag o deus merket istor Breizh : ar C’hoarezed Gwadeg eus Trefrin, Anatol ar Braz, pevar maout ar marc’hhouarnerezh (Lucien Petit-Breton, Jean Robig, Louison Bobet ha Bernard Hinault…)

Troiadoù ar glad er Poc’hêr

 

Er Poc’hêr, e-kreizig-kreiz Breizh, ec’h adkaver ar pezh a ya d’ober dudi an argoad. Kuzh ha dic’hortoz e vez ar glad-se peurvuiañ. Evel-se e c’haller en em gavout en ul lec’h dizro dirak ur chapel, hag a zo bet renevezet a-zevri gant tud ar c’homite saveteiñ. Anvioù ar sent eo dediet ar chapelioù-se dezhe a zegaso da soñj deoc’h eus Traoñienn ar Sent. Gant ar feunteunioù, ar fornioù-bara hag ar poulloù-kannañ e vez kontet istor an dud er c’hêrioù bras ha bihan er Poc’hêr.

Troiadoù zo bet kempennet e pep kumun a-ziwar ar maez e Poc’hêr kumuniezh, abalamour da aesaat d’an holl diskoachañ an teñzorioù-se en hor maezioù kompez-digompez. Lakaet ez eus panelloù a-hed an hentoù, deoc’h da c’hallout mont dre an hentoù-treuz betek ar glad bihan-se. Re all a c’haller gweladenniñ er bourkoù, evel an ilizoù hag ar porzhioù-iliz eus ar XVIvet kantved e Kledenn-Poc’hêr hag e Sant-Hern. Pa’z eer dre an hentoù war ar maez e c’haller ober anaoudegezh gant gwir deñzorioù, evel da skouer ar c’halvar e Kervreudeur eus ar XVvet kantved, a zo unan eus ar re goshañ e Breizh, pe Santez-Katell e Plonevell gant he chapel, he feunteun hag he « font galian »…

Gouzout hiroc’h !

Grit anaoudegezh diouzhtu gant al lec’hioù da weladenniñ hag ivez gant glad dibar ar Poc’hêr o lenn hor pajennad Sevenadur ha Glad !

Traoù mat da gaout

Ret eo mont da di an douristed kerkent hag erru er Poc’hêr : reiñ a raimp deoc’h ar blegfollenn “Kartenn kêr Garaez / Kartenn Poc’hêr kumuniezh”, a zo merket an holl lec’hioù glad warne.

Perak e plij deomp ?

Heuliañ ar panelloù heñchañ evit mont da welet al lec’hioù ha kavout ar panelloù displegañ

Heuliañ ur weladenn heñchet gant Pierre, ur C’haraezad heñcher

Mont da welet an delwennoù diwezhañ staliet e kreiz-kêr Karaez !

Heuliañ ur weladenn “dre soubidigezh” war ho poellgomzer gant an arload Imagina !

Hon teñzorioù all