En vélo, en canoë-kayak ou en rando à pied le long du Canal de Nantes à BrestEn vélo, en canoë-kayak ou à pied : toutes les modes de randonnées sont à expérimenter le long du canal de Nantes à Brest
An teñzorioù

Ar ganol Naoned-Brest

Savet e oa bet evit respont d’un ezhomm milourel, ha bremañ eo deuet da vezañ un droiad hag a blij d’an dud pitilh gant ar marc’h-houarn.  Hag e Karaez e teu da groaziañ an Hentoù Glas hag ar Velodisea, al lodenn eus an EuroVelo 1 a dremen e Frañs hag a gas betek Bro-Spagn !

Un hent-dour strategel

Ur pennad istor hir

 

364 km hirder eo ar ganol a dremen a-dreuz argoad Breizh evit liammañ Naoned ouzh Brest. Ur gwir lec’h peoc’hus eo hag a oa bet toullet en ur chanter ramzel en hanterenn gentañ eus an XIXvet kantved.

Graet e oa bet evit an ekonomiezh koulz hag an arme. Ar brezel a oa etre Napoleon ha Bro-Saoz, gant-se e oa ret kas pourvezioù betek porzh Brest ar buanañ ar gwellañ. Un hent talvoudus-bras eo bet evit ar c’henwerzh e Kreiz-Breizh ivez : kas ar maen-glas, ar c’hoad, danvezioù al labour-douar…

Krog e oa da vont war ziskar adal m’en em gavas an tren er vro hag echu e oa an traoù da vat ur wech savet ar stankell dourdredan e Gwerledan e deroù an XXvet kantved. Diwar neuze e oa torret al liamm etre Naoned ha Brest.

Hiziv an deiz e c’haller gwelet roudoù eus an amzer dremenet-se a-hed ar ganol. War-lerc’h Redon ha Josilin e tremener e-kreiz Pondi, lesanvet Napoleonville.

Etre lenn Gwerledan ha Karaez e c’haller gwelet an Trañche brudet e Groñvel. Eno e oa bet 4 000 galeour o toullañ e-pad 9 bloaz un trañche bras a-hed 3 km, war linenn an doureier etre ar Blavezh hag ar Stêr-Aon.

Ouzhpenn un dachenn naturel ez eo ar Ganol ur pennad eus istor an dud ivez.

Tableau de l'empereur Napoléon III peint par Jean-Hippolyte Flandrin en 1861Tableau de l'empereur Napoléon III peint par Jean-Hippolyte Flandrin en 1861
©Tableau de l'empereur Napoléon III peint par Jean-Hippolyte Flandrin en 1861

An dour a red er Ganol, evel ar gwad er gwazhiennoù, a roy lañs d’an industriezh rak cheñchet e vo pep tra gant an dremeniri war ar ganol.

Lid-digeriñ ar Ganol gant Napoleon III hag an impalaerez Ujeni e 1858

Un hent bageal e-kreiz an hentoù glas

 

Lañs zo gant an touristerezh war velo ha gant-se eo deuet ar Ganol da vezañ ul lec’h a-zoare evit “ar marc’hoù-treut”.  Pep hini a c’hall ober diouzh e vod : mont eus an eil penn d’egile en un tennad, pe e meur a hini evit kemer amzer d’ober anaoudegezh gant an teñzorioù a zo e kalonenn Breizh.

Doareoù all zo ivez, da skouer e c’haller aozañ un droiad a-hed ar Ganol hag an Hentoù Glas a-bep-eil.  Troet eo bet an hentoù-houarn kozh en Hentoù Glas ha diwar-se eo deuet an hent halaj da vezañ ur gwir ahel kreiz evit ar rouedad nevez-se e Breizh. Ul lec’h eo ma c’hall ar bourmenerien mont war droad, war velo pe war varc’h war vord an dour, gant un distro bennak dre unan eus an Hentoù Glas.

Met ar Ganol zo, da gentañ-penn, un hent meur war an Hent Glas “pennañ” e Breizh, an EuroVelo 1. An hent europat-se, anvet Belodisea evit al lodenn anezhañ a zo e Frañs, a dremen e Breizh-Veur a-raok adloc’hañ eus Rosko.

Goude-se ec’h a gant an Hent Glas Niv. 7 betek ar Ganol e Karaez, m’emañ kroashent an Hentoù Glas e kornôg Breizh. Ur gêr a-zoare eo evit ober un ehan e-kerzh an odisea abalamour ma c’haller adkavout ac’hane an hent halaj e meur a lec’h.

E-giz-se e c’hall an douristed war velo distanañ en ur vont a-hed ar Ganol betek Naoned. Hag an dud mennet-tre a c’hall mont pelloc’h c’hoazh, war ar Velosean, betek Hendaia !

Plijadurioù an dour

 

Ouzhpenn mont-ha-dont e c’haller ivez kavout ur bern diduamantoù all war ar Ganol. Ar vakañsourien a c’hall merdeiñ war lenn Gwerledan e bourzh un herrvag, evel e Kastell-Nevez-ar-Faou etre Menez Are hag ar Menez Du.

An dud pitilh gant ar c’hanoe-kaiak hag ar santadurioù fromus-kaer a gavo o gwalc’h e Groñvel, lec’h ma’z eus bet staliet risklerezioù er skluzioù !

Ha 10 km pelloc’h, e Karaez, e c’haller ober troioù-bale gant ur c’hamalad dic’hortoz. Ezen a vez o c’hortoz ac’hanoc’h en o fark evit mont d’ober un droiad !

Pont ar Gergoad zo ur c’hroashent etre ar Ganol hag an hentoù glas hag a zo bet merket gant istor ar c’henwerzh war vag, hag ac’hane e c’halloc’h kemer an hent divrodegoù a fello deoc’h.

Bod a gaver ingal war an hent evit diskuizhañ goude bezañ roet bec’h e-pad un devezh : Kambreier ostizien e Skluz an Enez, bodoù-arsav e Pont ar Gergoad hag e Landelo, tachennoù-kampiñ e Traoñienn ar Stêr-Iêr e Karaez hag e Meilh ar Glaz e Kledenn-Poc’hêr…

Prientiñ ho troiad

Deuit e darempred ganeomp evit kaout kartenn ar Ganol Naoned-Brest, tres kêr Garaez ha kartenn Poc’hêr kumuniezh !
Evit gouzout hiroc’h war ar pennad eus ar Ganol Naoned-Brest a zo er Poc’hêr e c’hallit mont war hor pajenn gouestlet d’an Troiadoù Belo Pennañ !

Perak e plij deomp !

Mont war velo a-hed an dour

Mat-tre evit distennañ

Ober anaoudegezh gant diabarzh Breizh

Bodoù a-hed ar Ganol

Un degemer plijus e ti an dud

E-kreiz un natur gwarezet

Kan an evned a glever

Graet e vez anaoudegezh gant ar glad bihan

Hon teñzorioù all