Ur rouedad hentoù-houarn
da gentañ-penn
Un dek bloaz bennak zo ez eus bet kempennet un toullad Hentoù Glas e Breizh, war linennoù hent-houarn kozh. Ar Rouedad Hentoù-houarn Vreizhat e Kreiz-Breizh a oa ur gwir rouedad steredennek hag a yae eus Karaez, a oa e kalonenn ar wiadenn-se, adalek fin an XIXvet kantved betek 1967.
Kreizig-kreiz ar vro e oa Vorgium en Henamzer dija, peogwir eo adalek ar gêr-se e oa treset an hentoù roman, ha ken gwir all e oa un 20 kantved war-lerc’h neuze. Implijet e vez ar rouedad-se a-nevez hiziv an deiz, ha diwar-se ez eo ar Poc’hêr ul lec’h kreiz e kornôg Breizh a-fet Hentoù Glas.
Pa vezer o pourmen war varc’h-houarn war ar gwenodennoù-se en disheol e c’haller gwelet savadurioù hag a zo merkoù eus oadvezh aour an hentoù-houarn : pontoù, arsavioù pe tier-gar adkempennet evit bezañ bodoù ehanañ pe kreizennoù displegañ, evel Mirdi ar gar e Gwiskri.
E Gwareg ez eus bet miret ul lodenn eus al linennoù-se ha gant-se e c’haller pourmen e-kreiz an natur gant ar velo hent-houarn pe gant an tren touristel.
La Locomotive Mallet et la statue du cheminot, Place de la Gare à Carhaix
Carte du schéma des Voies Vertes en Bretagne
Pause pique-nique pour des cyclotouristes à l'aire de repos de Pont Daoulas, le long du Canal de Nantes à Brest à Carhaix


























