Un hir a istor
E pelec’h emañ ar festival sonerezh brasañ e Frañs hag unan eus ar re gentañ en Europa ? E pradenn Kerampuilh, war vevenn Karaez, ur gêr 8 000 a dud enni e Kreiz-Breizh. Ha lorc’h zo e tud Kreiz-Breizh gant an taol-kaer-se. E-kerzh ho chomadenn e kavoc’h sur a-walc’h unan bennak evit kontañ deoc’h penaos e oa an Erer Kozh da gentañ ur c’hermes bihan e 1992, evit goapaat un tamm gouel ar Bigi Kozh e Brest.
Penaos en deus graet berzh ’ta ? Divizet e oa bet gant ar skipailh aozet diouzh ar c’hentañ mont war-raok pazenn-ha-pazenn, hag evel-se eo aet ar festival hag e vrud war greskiñ. Ha sed penaos e c’hall an aozadur pizh-se, koulz evit degemer an arzourien hag ar festivalerien, lakaat ur gouel « divent » evel-se e plas bep bloaz.
Ambiance avec la foule au festival gigantesque des Vieilles Charrues


























