A-viskoazh eo bet Karaez hag ar Poc’hêr e kreizig-kreiz Breizh, e Kerne-Uhel, en ur vro etre Penn-ar-Bed, Aodoù-an-Arvor hag ar Mor-Bihan : adalek an Henamzer da vare Vorgium, kêrbenn an Osismied, betek kroashent an Hentoù glas a vremañ, ma teu ar Velodisea da gejañ ouzh ar ganol Naoned-Brest ; anez ankouaat ar Rouedad hentoù-houarn vreizhat kozh.
Brudet eo evit an Erer Kozh ha deuet eo da vezañ ur vro ma vez aozet gouelioù a-hed ar bloaz : festivalioù, saloñsoù, foarioù, kenstrivadegoù sport… ha peogwir ec’h eo ul lec’h kreiz e weler tud eus pep korn Breizh enni, hag eus pelloc’h c’hoazh !




















